Daouzek reolenn evit skrivañ haiku

Susumu Takiguchi, eilprezidant ar British Haiku Society, a ginnig daouzek reolenn ewid sevel haiku e saozneg. Talvezout a ra e guzulioù evit an holl yezhoù all ivez.


1 -
Na skrivit un haiku nemet diwar-benn ar pezh ho peus bevet da vat. Diwallit diouzh ar faltazi

2 -Na skivit un haiku nemet pa vezit bet fromet pe skoet gant un dra bennag resis

3 - Klaskit skrivañ an haiku kerkent hag ho peus bevet an traoù.Na chomit ket da dermal

4 - Distaolit an orogelloù, an troioù-lavar boutin, ar santimantoù a zo bet komzet mil ha mil gwech diwar o fenn

5 - Chomit hep klask bravaat ar wirionez, zoken ma kav deoc'h ho peus kavet ur menoz fin. Chomit simpl, eeun hag uvel

6 - N'it ket da glask displegañ. Barzhoniezh eo an haiku, ha n'eo ket skiant

7 - Pas meizata, na filosofiañ , na kenteliañ, na sevel un teori

8 - Na zanevellit ket, larit !

9 - Na glaskit ket bezañ misterius, kevrinus, orbidus, pe arzek.Bezit naturel nemetken

10 - Na glaskit ket envelar santimantoù, larit ar pezh a santit en ur implij skeudennoù, en ur gomz eus traoù pe eus oberoù fetis

11 - N'ankounait ket implij un tamm fent, na chomit ket re stag ouzh an traoù

12 - Na larit nemet ar pezh a gont ha laoskit ar peurrest gant al lenner da ijinañ




Prizoù kentañ haiku e brezhoneg
Les premiers prix de haiku en français