An dorn - Haiku 2009 - Bugale

Ma zorn o kuzhat
ma levr muiañ karet
c'hoant lenn.
Un den dilabour
evel un den
gant nemet un dorn.
War ar mor
barzh ar vag
ma zorn a flour an delfin.
Dorn ha dorn war an hent
staget kreñv giz bizied an dorn
met distaget e fin an hent.
An daouarn en toaz
ar plac'hig o tañva
mat e vo ar c'hrampouezh !
Ur biz 'ba' beg Hyacinthe
o klask ur mennozh
4 eur er skolaj...
Tap a ran da dorn
kemer a rez va hini
mignonezed o c'hoari.
Er c'hlas e oan
ma vuhez eo tremenet buan
gant ur flac'had.
Gwelet m'eus ur yar
oc'h ober kakac'h
ha lakaet meus ur biz en e toull-bac'h.
An dorn a dro bajennoù
e korn an tan
ar vugale a gousk.
Dorn ha dorn en iliz
ur paotr hag ur plac'h
bugale o c'hoarzhin.
Ma zorn hag e bizied
o skrivañ pe o kontañ
a-hed an devezh.
Pa bann ac'hanon ma c'hoar
en tan, e santan ma blev
o kemer tan.
Gant ma zorn er zoo
em eus flouret
loened bras ha dous.
Dorn kreñv ma zad, ma breur
Dorn dous, skañv ma mamm
teir dorn staget evit ar vuhez.
Ma dorn kleiz lirzhin
ma dorn dehou a zo trist
an daou ra din c'hoarzhin.
Ma dorn zo plastret
kouezhan ' ran war unan all
plastret int o daou !
Ur wech en hunvre,
em boa tapet ul lapous
mat eo kaout un dorn !
Ma dorn o c'hoari
ma zroad o labourat
na pebezh koublad !
En iliz e oan
ma dorn kleiz e dorn ma mamm
em dorn dehou ar gouloù-koar.
Ma dorn kleiz 'skriv gwenn
Ma dorn dehou, hi a skriv du
ma daou zorn 'skirv gris.
Ma biz meud ' zebr yod
ma biz bihan' barzh ma skouarn
ma daou viz a zañs.
Kemerit ma dorn
Roit ho torn
Komañs a ra an istor.
Ho torn barzh ma hani
Un euriad dousig
Momant karantezus.
Blev du ma jav
Flouradenn ma dorn
Lorc'h zo ennon.
Digor ma zrousenn
Skriviñ ul listenn
War ma dorn, barzh ma fenn.
Er gentel brezhoneg
Ur c'hoari sot
E-barzh ma falv, ul c'hloched plantet.
Manegoù get roudoù
Ul laer e terc'hel kuit
Ar walenn adkavet !
Ankouet em eus
Un haiku brav
An dorn oa an tem.
Bokedoù e-barzh ma jardrin
Ur rozenn e ma dorn
Gwad àr ma biz.
Er sal sport
Azezet war e zorn
Flastret eo e askorn.
Yen ar gouiañv
Manegoù genin
Aet kuit an aon.