An dorn - Haiku 2009 - Tud deuet

Daouarn a-vozad
daved al lanv gleb plac'h
kas dour d'an esper.
Dorn tev ar c'higer
kontell stardet a-zehou
ilin d'e goste'ioù.
Pan'vet deus kleuñvioù
petra vije Breizh nemed
un dorn goullo.
Bev c'hoazh
Ma loened-daouarn
O fennoù bizied-yod
Ur muzik tener
A flour ar gerioù
Digor da zorn.
Reiñ un dorn
Evit degas dezhañ chañs
Da c'hoarzin.
Dorn mab-den
Ne vez ket atav sklerijennet
An archerien.
Ar c'hlasker-bara
En deus skrivet war e zorn
"Bennozh Doue deoc'h"
Ar bouchig bihan
C'hwezhet en dornig goullo
Deiz an distro-skol
Dorn du, dorn gwenn
treset ouzh moger ar vougev
ugent mil bloaz 'zo.
Dorn dehou, dorn kleiz
dorn a c'hoari, bizied n'em serr
dorn a groz.
Perak da zaouarn
ouzh da zaoulagad, ouzh da zivskouarn, ouzh da c'henou ?
Mez'vo warnout.
En noz du-dall a-dastorn.
Er splann mil meilh-dorn savet er vann,
Skoaz-ouzh-skoaz, dorn-ha-dorn.
Dorn dehou, dorn kleiz
Tal ha tal, pehini a ra melezour
' vit an hini all.
Leun a wad
e zaouarn war e fri
skuizher miz Kerzu.
Dour e pep lec'h
o palvata dour e gibell
ar babig disoursi.
Piv zo kad
da sevel ur vuhez nevez ?
ar biz warnugent.
Un tamm lien
war e viz meud
poupinell drist.
Àr ha groc'henn flour
Man daouarn
Ur rozell
Tarzh an deiz
Dorn an heol
Àr an Douar
Noziadoù hañv
Kroc'henn tener
C'hwibed flastret
Dorn da reiñ boued
dorn da flourañ ur goantenn
dorn da serriñ daoulagad.
Labourer douar
hadañ a zorn gant jestroù
ledan ha sur.
Dorn zo ur vammenn
n'eo ket par egeti
evit ur vuhez gaer.
Ma dorn entanet
war-zu da zorn diseblant
dic'houanag.
Pep petalenn roz da zorn
war ma dorn ridet
steuziet da viken ?
Dorn du ha dorn gwenn
tan hep difenn
bugel a garantez.
Ma dorn 'flourañ da jod gleb
bugel froudennus
tuchant ur skouarnad !
Warc'hoazh da zorn
' guitao ma dorn
digenvezted.
Dorn du, dorn gwenn
stardet, unanet,
bugel a sklerijenn.
Perlezenn un dael
sec'het dousik
gant un dorn tener
Da zorn babig
ur vleunienn roz
war ma c'halon.
Un dorn 'flourañ ar bisig
laouen ha chichant
'zigor e veg roz.
Loar en c'horn
da zorn din-me astennet
a ro din kalon.
Pavezioù glavek
n'eus den o sellet ouzhin
ur pezh lur em dorn.
Bizied a zañs
dorn a ch'oari, bizied en em son
dorn a groz.
Ul lizher skrivet
gant an dorn
plijadur bras.
Kan noazh kant brank
en dro d'am douarn
skornet àr ar skourr.
Dishiliañ er splannder
bugalerezh ma dorn
strewet a-dreist ar prad.
War ma bronn da zorn
kalet un tamm ac'hanin
war hent da hentoù.
Dindan al liñsel
a-dastorn en em glaskomp
ma dorn-me ez torn.
Dornad douar
b'an dorn peizant
c'hwezh vat.
Perlenn uvenn AOUR.
Daoulagad lufrus, AR SPI,
Dornad toull, GLAC'HAR !
Bugel soudard
en e zorn ur c'hreunadenn
Dorn mui.