| Me ‘vale àr-droad War draezhenn vras Plunered Pa welis ‘r gaouenn. | Er c’hornôg, sav-heol War-lerc’h mec’heta Me ha galoupat. | War dispenn roudoù Pegwir m’eus karantez evit me zad-kozh. | |||
| En ma c’harr-tan Pa wellan ur radar Me a-hed e c’har. | Un deiz gant glav puilh Lamm junt a ran, stad enniñ Er poulligoù dour. | E karter ma zi Dirak din un imbisil Choug-troad a roan. | |||
| War-lerc’h ober sport Meur a douseg a gaver War ma bizied-troad. | Ur bed brasaet En ur vunutenn kollet Lec’h ma koller plant. | E-tal ur fozell En ur ober troad-ouzh-troad E teu mignoned. | |||
| Pa vemp klañv, er maez Kalz kleñvedoù o redek Tu zo adlakaat war droad. | Pa oan yaouank-flamm Er poullennoù ‘meus c’hoariet Ha louz e vezent. | Ur choug-troad oute Hennezh a jaojo mat dit Ha meritet eo. | |||
| Dek biz troad, staget Karentez etre o daou, Pegen brav eo-se. | Dañsal, pourmen, mont Afer ‘peus ac’hanomp Evit bevañ du-hont. | Pegement a dud O deus lâret traoù fall din Ha me Talvoudus. | |||
| Dek biz traod, e-lec’h M’ema karentez etre An doau, gwarizi. | Kavet m’eus unan ‘Barzh ur re botoù-koad Ha pemp biz dezhañ. | War ar cheminal Eh on éc’h ober ma stal Tommder war ma zroad ! | |||
| Me zroad speredek ‘hell dañsal get botoù-koad Get korriganned. | Me zraod zo skuizh-tre Pa vezan-me é pourmen ‘Barzh ar poull-neuial. | Ur breur ‘barzh familh, Pa gemer ma chaosetenn, Na torr-troad hennezh. | |||
| Trugarez dezhe Pa gerzhan an deiz a-bezh Droug un tamm neoazh. | “Renk da gambr mar plij !” Tapout èl-mañ rik ha rik Lar’ a ra ma mamm. | Pa savan bemdez E vezan àr an troad kleiz War traoñ ar gwele. | |||
| War an tornaod bras ur mezvamant kreñv er penn Pa sellan d’an diaz. | Pemp biz brav am eus War ma zreid, kleiz ha dehou Evel ma daouarn. | E Gwened get ma Zroad, zroad, zroad, brav-tre genin Pa skoan ‘ savan. | |||
| E ma botez pa ‘Sellan me zroad, na brav eo ! El ‘me genoc’h-c’hwi. | Genin, genoc’h eo E chome ma zroad genin C’hwi n’oc’h ket a-du ! | War begoù ma zroad War pennoù ma bizied-troad Kavet m’eus un touseg. | |||
| Brav eo ma botoù Mes àr-lerc’h poulligoù-dour Emaint lous-tout. | Pa gerzhan, ma zroad C’hwezh fall a bep tu din Dre-foat ma berrloer. | Ma botoù zo brav Gwer, ruz, tout ar livioù-se Get ur merk bras-tre. | |||
| Petra zo amañ ? Hiniv ‘ krog an nevez-hañv Droug bras da ma zreid. | Brav eo an amzer War al leur, boutoù kaer E pep lec’h e kêr. | Brav eo ma zreid Brav ivez ma boutoù glas Vil eo ma lasennoù. | |||
| Pounner eo ar vuhez Diaes ha skuizhus kerzhet ’vez Bravat abadenn ! | Brav eo ma zroad Met bravoc’h an hini kleiz Eget hini dehou. | An troad Nedeleg En deus kavet ma botoù Ha lakaet profoù. | |||
| Troadoù en ul liorzh O pourmen re, a vo ret Dezhe paouez un tamm. | Troadoù ‘barzh botoù Ket ken prop èl da vitin ‘vlaziñ tout an noz. | E-barzh an ti-mañ Arabat lakaat an troad War an daol lous-tre. | |||
| Plij a ra deomp Ar botoù hag al loeroù Brav, mat, ruz pe du. | Tud ar ragistor, Gant o zreid diarc’hen, Stanket er skorn da viken. | Un troad ramzel, Leun a foerell, Gantañ ‘vimp kaset da vervel. | |||
| Stêr ruz, stêr wad, Ar maout o vervel, Ne gavo ket e bempvet troad. | Un den en e drede oad, Daou droad, Hag un trede troad e koad. | Tommder an oaled, Va zreid dirazi, Santout an tan. | |||
| Avel vras, O flourañ ar geot, O vont drezo war he zroad. | Un troad o pourmen, O tougen un den, Troad ur babig war e gein. | C’hoari troadig-kamm, En ur park ledan, Dindan an heol moan. | |||
| Paour-kaezh troad, Pladet, en noazh, Flastret gant pep paz. | Bras pe vihan, Tev pe voan, Atav ‘vo pemp biz ouzh un troad. | Troad dehou, troad kleiz, Pep hini gant e hent, Kouezhadenn en ur stankenn. | |||
| Taolioù troad, Tud milenervet, Ar volotenn er roued. | O flourañ ar geot, E-kreiz ar prad, Frond ar bleunioù. | Troad bihan, Munut-munut, Evel ur valafenn wenn. | |||
| Troad du, Troad gwenn, Un troad eo. | Treid o redek, Un delienn flastret, An Natur strafuilhet. | Treid am eus, Ne c’hellan ket bale, Piv on ? | |||
| Un troad, Evel ur bluenn o tiskenn, Ur flouradenn. | An troad gevell, Hep e vreur, En e votez. | Un troad koad, Ganet en douar, O vleuniañ en nevez-amzer. | |||
| Ur rumm treid skañv, War ur vrankenn, O kanañ ur richanadenn. | Troad ar garantez, O tañsal E-kreiz ar baourentez. | Ma vije chomet Mab-den war bevar zroad, Ne c’hellje ket an Ankou Derc’hel e falc’h. | |||
| Troadeien O treuziñ ar mor, E daouzek troatad. | Pevar zroad diouzh ar mintin, Daou da greisteiz, Tri da noz, un den ! | Troadeien war droad, N’o deus ket droad Da droadikellat. | |||
| Mogn ar velo, Torret an droadikell Gant ar bugel. | Un troad o sevel, Evel un delienn, Er sklêrijenn. | Troad ar ganevedenn O c’hoari troadig-kamm War geot tomm ar menez. | |||
| Treid ur valafenn, O vale war un delienn, Sioul evel ur skeudenn. | Troadikelloù ar velo, O treiñ buan, E-mesk ar brulu. | Noz du miz Kerzu, Tan ha ludu en oaled, Ha treid o tañsal. | |||
| Troad ken bihan, Ken munut, ken moutik Hag hini ur babig. | O c’hoari troadig-kamm, An douar o krenañ, Dindan va lammoù. | En aod, Va fazioù pounner, Roudoù war va lerc’h. | |||
| Troad noazh o vale, Santout ar glebor, Pe an tommder. | Dilagad an treid, Ha ni kaset ganto, Dre ar bed. | An den a zistruj, An den a ro karantez, An den a droad e ved. | |||
| Trouz ar pazioù en erc’h, Troadeien o poaniañ, Yenijenn ar malzennoù. | Troadet ar bed gant mab-den, En ur mod, Ha distroadet gantañ ivez. | Pevar zroad ar gador, Aet skuizh O vrañsigellat. | |||
| Un den didruez, O vale gant e dreid, War delioù didamall. | Va zad ‘zo Troadeg Va mamm ‘zo Troadeg, Ha me ‘zo troadig. | En ostaleri Ez eus troadoù Ha taolioù-troad ivez. | |||
| War vegoù e dreid, Ar c’hazh war api, Chom sioul hag e paki logod! | Va zroad, Ivin, kroc’hen, Ha c’hwezh brein. | Troatad pe troadad? Troadikell pe troadigell? Troadañ traoù tro-dro d’an troad. | |||
| C’hwezh ar fourmaj, Pe c’hwezh ar vleunienn, Dek biz ‘vo da viken. | Bale er mor, An dour treuzwelus O tremen etre va bizied. | Lêr, danvez, plastik, Du, roz pe bikoù, Pebezh dibab evit hon treid ! | |||
| Un troad, Pebezh mekanik ! Pleget, displeget ha war-raok ! | Va zroad o tañva Blaz an douar Pa valean warnañ. | An dorn en e vaneg, An troad en e votez, Ha mod pe vod war-raok. | |||
| Daou vartolod, An eil gant un troad koad, Egile gant un troad houarn. | Dindan e dreid, Noazh ha tomm, An erc’h o teuziñ. | Roudoù munut War al leur gwenn ha yen, Tremenet al logodenn. | |||
| Mell-droad, troadikellañ, Troadig-kamm, Nag a c’hoarioù evit hon treid! | Ur gador, Ur morlaer, Treid koad dezho. | ‘Barzh kof va mamm, ‘Oa bet gwelet da gentañ. Eñvorenn vrav va zroad. | |||
| Paket un troadad, Da heul ar randorad, Distan un tamm skorn. | Ar geot ‘vez touzet, Hag ivinoù va zreid A vez troc’het. | Un troadad ‘barzh da revr, Betek an heol, Da welet ar stered. | |||
| Gwezennoù, Bleuniennoù, Treid ar blanedenn. | Babig bihan, Paouez da droadañ gevier, Ha deomp d’ar gêr ! | Ur pok bihan, War da droad, Met tenn da loeroù gloan. | |||
| Pebezh sod! Un troadad, ur flac’had mat, Ne vo den klañv. | Ivinoù ruz, Kempennet brav, Treid Eva Longoria. | Pevar zroadig o pourmen, Dirazo ur c’hazh. Hennezh a lammas. | |||
| Echu ar bourmenadenn, Tennet va loeroù, Badaouet an holl. | Bale en aod, Tammoù bezhin, Hilliget va zreid. | Lod a leñv, Lod a glemm, Va zroad ‘zo mut. | |||
| Troad un den, e zarempred nemetañ, gant an douar. | Ma loeroù zo e ma zroad krediñ a ran emaint e nijal e-barzh ar poull-neuial. | E pourmen war an draezhenn tomm ar mor war ma zroad. | |||
| Pouez ar jav àr ma zroad an droug a ya kuit e bravañtez ar momant. | E ma zreid e ra droug me zo e kouzhel evel teñvalded àr benn ar manez. | Troad ma zad e troad an daol drouk en deus. | |||
| Krapiñ a ran get paon gwaskiñ ra ma botez drouk da ma bizoù. | E pourmen àr droad torret eo ma zroad me zo maleürus. | Ur gambr lous ur skubelenn enni n ‘am eus ket c’hoant da grogiñ ‘barzh. | |||
| E troad ar manez daou di, unan ruz, unan du an erc’h e pep tu. | Ar mintin eo an heol a savo e troad ar manez. | Daou troadig munut dous ha farsus barzh ar beg c'hoari a feson. | |||