Biz-troad mev-dall N'en-deus ket kavet botez e droad… Biskoaz kemend-all ! | Treid o tarnijal Gavotenn er pradig kras Ar c'harved-raden | Troad al loar-gann Pavioù Mirous war ma zreid Tasmant troadoù ar bank. | |||
Konigoù Dalmatian Livioù bro ar Gwenn ha Du Penn kil ha troad. | Yud avel kerzu War troad gwenn ar menez ruz Roudoù war erc'h al lu. | Pazioù krapadenner An eil troad war-lerc'h egile Gwelva deus uhel. | |||
Treidigoù ur bugel Gant botoù uhel an avel C'hoari rimadell. | Diarc'hen war spern du Barzhoneg distroadet Troadad-fri d'an Awen... | Teñval an deiz Ar bloavezh eizh kant triwec'h War troad ar menez. | |||
Ar pri a beg ouzh ma zroad Delioù varv ar mizioù du War an douar. | Troadeg Ur soudard gant Dek troad ? | Troad ha troad O c'hortoz binim Ar grip H1N1. | |||
Tout an traoù etre treid Poultrenn e pep lec'h Kambr ma mab. | An den kozh ' ruzh e dreid E-tal e skuizhder E kerzh ur skeudenn zu. | Un troadig kuilh Strinkadenn en dour klouar C'hoarzh ar babig. | |||
Er beuz noz ar c'hleb Yann kollet ur c'har gantañ Lak dassonañ e-barzh. | Foeltret eo ma zreid Ganin o c'haloupat Dre ar wenojenn. | Delwenn distroadet Kouezhet e troad e boobl gwasket Tud o tañsal, Ciao Chesku ! | |||
Troad plom en e sav Dañsour er gouloù leurenn Tultenn wenn, difiñv. | An erc'h kentañ – Troad ouzh troad Etrezek didrouz. | An erc'h kentañ – Hepken un troatad Etrezek digenvez. | |||
Mistr da zivesker Gwisket gant loeroù kas-c'hoant Kuzhet ha war wel. | Begek ha blevek Plijus da flourañ pe get C'hwezh vat pe flaerius. | Poultraj brenn hesken Gourenerien en dachenn Daoudroad en aezhenn. | |||
Spered strizh Paris Klask pemp troad d'ar maout Taol biz-troad ha lamm. | Sell ar maout amañ E dreid war chouk ar roched Azened du-se. | Troad fri gant ar vugale ar chelenner divouezh. | |||
Erc'h du troadikell o stardañ an oto b'ar foñs. | Tenn ar voutailh lakaet he deus e dreid dezhañ a-dreuz. | Pemp aotrou b'ar votez un dornad plouz vit dalc'h n'ei tomm va bizioù troad. | |||
Gloazet an tad bet kaset d'an ospital distro gant un troad hepken. | Roudoù an treid war an draezh gleb un houlenn o tiverkañ. | Kantadoù a dreid a sko war al leurenn Ar Vorvaned o kanañ. | |||
Troadig-kamm er skol hag e nij ar plac'hig war-zu an heol. | War-zu an oaziz bale pounner an den du en e sae gwenn-kann. | En e bilhoù flaerius hep pal e kerzh. Bleñset e bavioù, e gi. | |||
Dindan ma zreid gloazet meinigoù o ruilhal kalet hent Sant-Kakez ! | War-zu glas ar mor e kerzh buan ar bugel setu harz ar run. | Intron an Diwall war ho treid ur boked roz ha ma fedenn direizh. | |||
Dirazon ma treid ar mor-braz - eur barzoneg bihanig. | Treid er geot rederezh kevnid an nevez-amzer. | Ruzadenn ma zreid ero hir war an draezhenn ar mor 'ziverk ma buhez. | |||