An aval - Haiku 2011 - Bugale

Pa zantas Eve an aval,
Aval Adam a-dammoù,
Avalon, ar baradoz kollet.
An aval hag an avel
Ar volotenn ruz
O tiskenn diouzh ar wezenn.
Tomm ar forn,
Loarioù melen,
War an dartezenn.
War al leur,
Pred saourus al laboused
E-pad ar mizioù du.
Kouezhet e-touez e re,
War an douar kalet,
En diskar-amzer.
Lufr, rontik,
Glas, melen ha ruz,
Livioù an Diskar-amzer.
Un toull ennañ,
Stumm ur genoù,
An dreujenn a chomo.
Bihan pe vras,
Ruz pe c’hlas,
Dous e vlaz.
Frouezhenn ar baradoz,
Frouezhenn ar furnez,
Frouezhenn ar c’hoantegezh.
Ur c’helc’h melen,
A-istribilh ouzh ur skourr,
Lusk-dilusk en avel.
Ront evel an douar,
Ruz lugernus,
Aval ar garantez.
Kouezhet war al leur,
Er geot uhel,
An aval, e glizhenn ar mintin.
An aval ruz,
Dous ha rontik,
O ruilhal war an daol.
Ur galonig vuhez,
Ur c’hwezh dous,
Kuzh a-dreñv an deliennoù.
Mab an Natur,
An heol hag an dour,
Un aval ront ha flour.
Kriz er saladenn,
Poazh en dartzenn,
Ha suilhet er boubellenn !
Bleunienn en Nevez-Amzer,
Frouezhenn en Diskar-Amzer,
Ha sistr er goañv.
An avalenn vras
A laosk he bugale
Bep diskar-amzer.
An aval lipous
Ar gwellañ louzoù
Ouzn an naon.
Un ti frealzus,
Brav ha tomm,
Evit ur vuzhugennig.
E gouel an dermajied,
Ront ha ruz,
Setu an aval karantez.
Ur blaz c’hwek,
Mat da zebriñ,
Douster ur flouradenn.
Kresket e penn e skourr,
Kemeret gant ar sorserez
Da gontammañ Gwenn-Erc’h.
Ruz, melen pe c’hlas,
Dous, trenkik pe c’hwerv,
En Diskar-Amzer.
Un aval o ruilhal,
Kouezhet diouzh e wezenn vras,
Er geot gleb.
Ur vleunienn vihan
Deuet da vezañ aval,
E koadoù Bro-Vreizh.
Debriñ avaloù,
Tartez pe yod,
E tri va mamm-gozh.
Broñsenn c’hlas,
Bleunienn wenn ,
Aval melen.
Lintr ha ront,
Ur voullenn-zouar d’ur c’hwenenn,
Un ti d’ur vuzhugenn.
Un aval war ur penn,
Toullet gant ur bir,
Tennet gant ur gwareger.
Ruz pluskennek,
Melen dibluskenn,
Disliv en va c’hof.
An aval, bihan da gentañ,
Bras er fin,
Debret memestra.
Ur voullenn rontik,
Kouezhet en delioù,
C’hwezh ar chistr.
An aval ruz,
O tañsal er wezenn,
Gant e vignon glas.
O treiñ gant an avel,
Sioul ha gouestad,
Den evit debriñ e benn.
Ar frouezhenn ront,
A zalc’h en e c’horf
Un aneval divalav.
Flour evel ur bluenn
Dous e-giz ar chokolad,
Un dibenn-pred er forn.
Meur a liv en Natur,
Meur a c’hwezh er gegin,
Un aval en ur stal.
Ur wezenn er prad,
Un aval en ur wezenn,
Ur vuzhugenn en aval.
Ur splusenn vihan en douar,
Ur wezenn vras diouzh ar splusenn,
Un aval brav er wezenn vras.
Ruz, liv ar galon
Ruz, liv ar gwad,
Ruz, liv an aval.
Un aval rontik,
E-giz ur volotenn,
Kouezhet war an hent.
Tañva un aval ,
Tev ha teñval,
Eus traoñv ar wezenn.
Avaloù a-stumm,
Avaloù distumm,
Avaloù memestra.
Un aval ruz,
O c’hoari toull-kuzh
E-touez an deliennoù glas.
Trenk ar sitroñs,
C’hwerv ar c’hwervizon,
Na dous an aval !
Un aval melen,
Tres ur mousc’hoarzh
War e benn.
Livioù an avaloù,
Livioù ar bloavezhioù,
En hor buhezioù.
Kouezhet diouzh ar wezenn,
Ha sammet kuit
Gant an avel foll.
O skrampañ emañ
Betek an aval ruz,
Ha setu-hi en e galon.
C’hwezh an avaloù,
Deuet soñjoù,
Yod va bugaleaj.
Ruz, melen, glas,
Er geot fresk,
Bugale o redek.
An aval glas en avalenn,
Debret da greisteiz,
Poan-gof en dibenn.
An avaloù melen,
O poazhañ
Er gastelodenn wenn.
Un den o kousket,
Un aval o kouezhañ,
Ur formulenn ijinet.
Un aval brav,
Bresk e bluskennig,
Debret didruez.
Diouzh ar baradoz
Int bet skarzhet,
Fazi an aval !
En va barzhoneg emañ,
N’en deus graet netra,
Gwelloc’h eget ur frouezhenn all ?
Kouezhet an aval,
Troc’het an aval,
Ur vuzhugenn ‘zo e-barzh !
A-dreñv ar prenestr,
An aval a gouezh,
Setu fin ur vuhez.
War an douar e kouezh,
War ar geot e ruilh,
“Aval” ‘vez graet anezhañ.
Latar ‘zo er-maez,
Ne weler tra,
Un dakenn ruz, an aval.
Kan al laboused,
Nij ar balafenned,
An aval stag ouzh e wezenn.
Ur frouezhenn ront,
Flastret gant un oto,
Un aval brav ‘zo marv.
Tammoù avaloù didroc’het,
Yod dindano,
Un dartezenn vat.
Un enezenn,
Un den gwisket cheuc’h,
Avalon e Breizh.
Un dartezenn avaloù,
O yenaat,
War vord ar prenestr.
Avaloù en avalenn,
Unan a zebrjen,
Gwelloc’h eget re ar stalioù !
Ar skourroù o strakal,
An avalig
O c’hervel.
Suk-stomok o labourat,
Bakteriennoù o tebriñ,
Un aval em c’hof.
Un aval o stourm,
Kreñv an enebourez,
Un drailherez o tiskenn.
Kouezhañ a reont,
Ruilhal a reont,
Debret e vezont.
C’hwezh vat gantañ
Er wezenn ‘pad an hañv,
En va asiedenn bremañ.
Kouezhet eo an aval
ha deuet maez deus outañ
ur vuzhugennig.
Deuet al labous dindan ar wezenn
aon an avaloù
piv a vo debret gantañ ?
Choug trenk ha chistr dous
choug an avaloù
miz Here e Breizh.
Gant avaloù glas sklaer
gwezenn ma jardrin
e vo graet ur chistr gwenn.
Debret em eus an aval
an aval am eus debret
a oa brein. Ec'h !
Trenk tre eo
an aval glas ha lipous
"Granny" e anv.
Deomp da gerc'hat an dibenn-pred
er baradoz, tal ar werjez
n'omp ket na Eve na Adam !
Un avalenn gwenn
evel an erc'h
ar baradoz a gresk en noz.
Un aval lipous a raio
chistr dous, chug brein
rous ha dous.
Dindan ur vantgel gwenn
emañ an aval brein
er yenijenn.
Brasoc'h an aval gouzoug
mouezh ar bugel
deuet da vezañ ur paotr.
Aval dous ha lipous
aval ar barados em eus debret
kastizet gant an aval ampoazonet.
Aval, aval
deus em genoù tomm
deus ar yenijenn ha deus an erc'h.
An avalouer
o avalouañ dindan an avalenn
leun a avaloù mat.
Tud e werjez ar baradoz
a zastum avaloù
hag e barzh pep hini, ur steredenn.
An avalou ruz
O pourmen e-barzh ar c'hoad
Piv o deus gwelet ?