An aval - Haiku 2011 - Tud deuet

Soudard martolod
E kreiz ar plasenn vihan
War enez Houad.
Ur steredenn-guzh
En he askre ar Furnez
'kreiz an aval sakr.
Kouezhet an aval
P'edo dindan ar wezenn
Pebezh planedenn !
Dirak lagad Doue
Un aval war-bouez da vrec'h
Glas ar marv-heol.
An hanterloar –
Me a bartaj un aval
G’ an deñvalijenn.
An hini kozh a lufr
An aval dilezet -
Setu al loar gann. 
Avaloù an eskob
Dirak ar presbital
Didud.
Gwez avaloù marv
Korfoù du astennet er park
30 lur gall ar wezenn.
Dous moen, dous rous
Laou Sant-Joseb
O tebriñ ho tivjod lous.
Tri aval war ur wezenn
An hini kentañ a zebran
Ar re all evit al laboused.
"Teint frais", aval ganet e Kemperle
evit itron ar c'hastell
hadet gant he mevel bras.
Aoloù divalav
boued laboused du didruez.
toulet ha didoulet.
Chistr dous ar presoer
Un tamm plouz kerc'h gant ar bugel
Hag a sun ar choug.
Avaloù melen
e skin klouar an heol
tantad fin an hañv.
Peurnoz war ar gwez
ha tro diroll ar mouilc'hi
'vit an avaloù.
Avaloù 'ba boued
c'hwezh lipous a sav dousig
betek hon divfron.
Aboae Adam
piv a zo bet kaset da goll
evit un aval ?
Erc'h àr ar vro en noz du
Ur valzennig é tañsal
Morenn dev.
Vi ar wezenn
En e vantell-kig
(An hadenn-aval).
Avaloù o poazhañ er forn
Tan o strakañ 'n oaled
Goañv yen-skorn.
C'hwezh tomm ha blaz put,
Glas, melen, kistin pe ruz,
Ai'eo kozhamzer.
An dent sanket enni
kig ar pec'hed
roit din ar baradoz !
Gwenn-kann eo ar vro
nemet tri aval ruz brav
e lein ar we'enn vras.
Avalenned ar c'hleuzioù
' lez da gouezhañ o frouezh.
Ne vint ket dastumet.
Pemp aval blot
o kuzhaat mezhek
'kreiz un neiz delioù.
Er bailh ' tiver chug aour
Zoup ' lardañ ar billig
Galetez chistr dous !
Un aval a-stribilh
ar bugel ' sav e vrec'h
Gortoz ! 'bennc'hoazh ' vi bras
Frouezhenn a lontegezh
Frouezhenn a likerezh
Frouezhenn a eürusted.
Pilad-glav war ar gwerje
kouezhet an avaloù
chervad d'ar melc'hwed.
Avaloù ankouêt
Eürusted goañv
al labous marnaoniet.
Bleunioù roz en avalenn,
o frond melen.
Gant ar chug aour... mezvet !
Avaloù melen hoalus
"Hopala ! d'al laer !"
Ar bugel ' staot en e vragoù.
Avaloù dous-rouz
blaz me bugaleaj
un drugar.
Sistr dous sunet
gant ar blousenn
sklis hep dale.
Parkat tud
dastumadur avaloù
mezo tout an noz.