Al labous - Haiku 2012 - Bugale

Hobregon, an avel feal
o tagañ ar glav
o c 'hortoz kurun ar vro.
Amañ n'omp ket domino
chomet en va zoull
o sellet ouzh ar c'houmoul.
Morse ne guitain va bro,
va douar, va zud
evit tout arc'hant ar bed.
Chom e-barzh ma bro
amzer vrav, amzer fall,
dreist eo memestra.
Plijus eo chom er vro
'blam d'ar sioulder
ha gwech ha gwech all festoù.
Krampouezh ha bigouden
ne vankont da zen
nemet din me, Nolwenn.
Martoloded, gwin, morioù
bro gozh ma zadoù
mantilli-glav, eurus on.
Chom ' ba'r bro ? Direnket'on
gant ar glav hag an avel yen
mont a ran kuit, kenavo.
Stanket eo an tren bras
gwelloc'h ar sioulder
chom a ran e bord ar mor.
Avel o redek er vro
daou daou daou daou daou
va bronnoù o strakal.
Balan ha brug en e zoul
Menezioù Are
pe mont da welet.
Kludet am eus anezhi
nepell en tornaod
e kreiz an tali moan.
Ur meurvor trubuliet
war un draezhenn
ur vagig he-unan penn.
Pres war an holl en ti-gar
leun-chouk an trenioù
ha me dirazo diseblant.
An del é kouezhel
Dec'h en ur riolenn sklaer
Un deiz er gouiañv.
Ma bro karetañ
E serriñ ma daoulagad
Klevout an avel.
Dindan ar c'houmoul
Ar saout é peuriñ brav
Ul lapous a gan.
Breizh brav, Breizh karet,
Ar vro vravañ ag ar bed
N'in ket kuit, biken !
Er manezioù du
Brankenn deñval ur wezenn
Kan gwenn ur c'hegin.
Da ven eh aont ?
Get o divaskell argant
ar c'houmoul, en oabl ?
A-us d'an douar
Nijadenn aour an erer
O ! Glav a ra !
Ar-raok cheñch broioù
Ar pichoned gris ha gwenn
A ra ur fest !
Ar ur wezenn vras
E ya al laboused-mor
Da gemer o lein.
Ul labous glas-sklaer
O nijal a-us d'ar mor
Pegen brav e oa.
Gwelet em eus spis
Un evn droch é tañsal brav
En ur gêr a Vreizh.
E-tal un ti bras
Setu ur boulomig-erc'h
O labourat start.
Ar penn-glaouig
Al labous bihan a zebre
Greun brav melen-du.
Ar sapin uhel
Lojeriz kalz a laboused
Pa erru ar goañv.
Al laboused Breizh
a zo lapoused gwellañ
eus ar bed a-bez.
Kan ar gwennili
A vez klevet eus Ker-Is
E strad ar mor bras.
Labous mor pe get,
Da gan a zo flour, plijus
Te, evn tremeniat.
Bemdez e kouskez
Chaseal a rez bemnoz
Kaouenn vras gwenn-kann.
Eus ma zaolig skol
e soñjan ennout, frankiz
Evn bras ha joaius.
Da glevout a ran
Mes hep da welet, toud kaer
Evnig-noz didrouz.
En aer e troer
Kas a rez kelig an Hañv
Ma gwennel bihan.
Ar ganerien fall
Du o fluñvioù, o soñjoù
Gwalleur a strewont.
Uhel-tre en oabl
E nijan en ur sellet spis
Doc'h ma broad brav !
Bras-tre eo e veg
Met tu zo dezhañ nijal
Sailh pilikan gwenn !
Kaset gant an avel,
A-zehou hag a-gleiz,
Strewet ar pluennoù.
En he sae zu,
O koagal uhel,
Sirius he fenn.
Kan al laboused,
O flourañ va divskouarn,
Ur mintinvezh hañv.
Ul labous melen,
Pegen brav eo!
Debret ‘vo ganin.
Flap e zivaskell,
O flourañ gorre an dour
E red ar stêr.
Flour ar pluñv,
O nijal en avel,
Bramm ur vran.
Gant da gribell ruz,
Kaner-dihuner-torr-revr,
Kamm va blevenn bremañ.
Ar vorvran c’hleb,
O c’hortoz an avel,
Da sec’hiñ he fluñv.
Avel vintin,
Kaset al labous bresk,
Pell diouzh e reier.
Labous bihan laouen,
Nij en oabl divent,
N’eus ket harzoù.
Ul labous houarn,
O treuziñ an oabl,
Sioul ha divrall.
Bezañ ul labous,
Nijal betek ar c’houmoul,
Ha debriñ anezho.
Dinozaored
Aet da laboused,
Ha da c’houde ?
Pluennoù laboused,
Stank ha flour,
En va goubenner.
War ar geot glas,
Ur skourr en he beg,
Ur vran o vale.
Ul labousig rouz,
O c’hortoz e vamm,
War ar vrankenn gozh.
Ar yar gloch,
O tozviñ, o c’horiñ
War he neizh tomm.
Laboused goañv,
Bruzun bara,
War varlenn ar prenestr.
Kened ar big,
O nijal en oabl,
Livioù Breizh warni.
Skrivañ un Haiku,
Sellout ouzh al labous,
Digor va genoù.
En o mantell bluñv,
Kuitaat rak ar goañv,
En oabl divent.
Prenestr ar skolaj,
Selaou kan ar c’hilhog
Pe koag ar c’helenner.
Priziadenn evidon,
Frankiz d’al laboused,
Kit da labourat !
Kan al laboused,
Opera italian,
Plijadur ar c’hleved.
Kan ar c’hilhog
Evit ur yar,
Karantez vras.
Laboused bihan,
Dindan ar glav,
Plijadur o sellout.
Netra tro-dro din,
Richan al laboused,
C’hwezh an Natur.
Pengwin gwenn ha du,
O rinklañ war ar skorn,
Ar mor o yudal.
Tarzh ar gwagennoù,
Ul labous-mor o ouelañ,
Aet e vignon kuit.
Ul labous en e gaoued,
O soñjal,
Petra eo nijal ?
Koag ur vran en noz,
Flap he divaskell,
Blaz an aon en va genoù.
Tenn ar chaseour,
Toullet al labous,
O kouezhañ laosk.
Avel-vor o sourral,
C’hwezh ar fru sall,
Ur gouelan o skroeñjal.
Nijadenn un durzhunell,
Grougousadenn,
Pluennig er stang.
Divaskell o flapañ,
Ur bluenn o nijellat,
An avel o yudal.
Labousig en aod,
Roudoù ar vuhez,
Engravet en traezh.
Divaskell c’hwezhet,
Labous-mor o ouelañ,
Tristidigezh an avel.
Ur bluenn wenn,
O kouezhañ eus an oabl,
War glizh fresk ar mintin.
Klochal, gouelañ, kroagal,
Ur yar, ur gouelan...
Hag ur ranig vihan.
Brezelioù skrijus,
Ul labous gwenn
E daouarn ur soudard.
Kan ar c’hilhog,
Un dervezh nevez,
Cheñch penn d’an tremened.
O c’hortoz e vamm,
Ar vran vihan,
Dindan ar glav.
Divaskell gwenn,
Ur pigos melen,
Ul labous a-us d’am fenn.
Ar gazeg-koad,
O strakata,
Ouzh ur peul er prad.
Un den o c’hwitellat,
Ul labous o richanañ,
Levenez ar bed.
Ur bluenn o nijal,
Un delienn o kouezhañ,
Plaen ha didrouz, war an dour.
Labous sioul,
War e skourr,
Balafenn war he bleunienn.
Ni war an douar,
O vale, o sellout,
Mont en oabl ha nijal.
Ur yar-Indez,
O pediñ ‘pad an deiz,
War bez ar pemoc’h gouez.
O pakañ e breizh,
E menezioù Breizh,
’Vit magañ e neizhiad.
Ur c’hastell kozh,
Brini o koagal,
Kridienn an aon ennon.
Divaskell ur yar,
O flapañ, hag echu,
Pegen kriz ar vuhez !
Richan ul labousig
O flourañ an Natur,
Ur vran o tañva ar c’han.
Ur boulomig gwenn,
Ur chupennig gantañ,
Ur bluenn warni.
Gwez hep laboused,
Laboused hep gwez,
Biken ne vo !
Fulor ar c’helenner,
Kan ar c’hilhog,
Krog ar mintin.