Al labous - Haiku 2012 - Tud deuet

Durzhunell an hañv
rou rou rou rou pa tarzh an deiz
gallout a rafen kousket ?
Labous glas
taol kurun fluo
e kreiz ar ster Ele.
Kan an drask e Landelo
gortoz a ra ar sal goulo
mouezhioù brav al laboused noz.
Kan ha diskan
an traktor hag al al laboused mor
fest-deiz er park.
Neizioù drask
e-touez ar bokedoù lann
kevrin ar vuhez.
War ar c'hae
be'c'h warno e trabas
gelvennaod.
Yer liesliv ba'porzh
war ar voger
ur c'hog wenn.
Ar pichon war ar bern ed :
rououou ! rououou ! rououou !
leun ma c'hof.
Ar big war gleud…
ar gleud
a bleg !
Ar pinter bihan
"ziou ! ziou ! ziou !
pelec'h m'oa hent da Gersavioù ?"
Al laouenanig a lar' :
"diu ! diu ! diu ! badadar !
treutig, treutig eo ma gar !"
Gwinieg ruz-tan
houladenn mor a dridi
pourmen a viz Du.
Tomm-berv an aer
red lizourek al Liger
kerc’heiz war he zroad.
Kan ar filiped
o pokañ war ar bannad
echu an eost.
Dirak ar c’hleuzioù diskaret :
“Pelec’h e c’hallfen leinan ?”
a c’houlenn ar pintig.
Tostig war al lenn
an alarc’h evel ul lestr
e c’houelioù digor.
War ar wezenn derv
pik-pik eme al labous-koad
pik-pik war ar preñv.
Ar c’hloc’h o seniñ
houerezh hir ar gaouenn
sioulder an noz.
War ur brank un evn
o fringoliñ skañv
echu eo an neizh.
War ar parkoù nevez-hadet
ur bern gouelaned a-dreñv an alar
amañ emañ an dalc’h !
Echu eo ar pesketa
distreiñ a ra ar vag
nijadeg al laboused-mor war he lerc’h.
Ur siouladenn
Etre div boulladenn dour
en em rufl ur voualc’h.
Richan ar filip
kludet war ar bern koad sec’h
a ra fae d’ar c’hazh.
Ar penndu a lamm
eus ur brank d’egile
Mat eo ar flamboez !
Pluñv du beg melen
div voualc’h varnaoniek
o lonkañ buzhug.
Goaf melen o tont
gouelioù daou-hanteret
meteorenn ar morskoul.
An alarc’h zo distroet
kalonek eo bremañ
doñvaet gant boued estren.
En hañv dirak ma fenestr
e kane laboused liesliv
bremañ n’eus nemet brini.
Ul labous war ur skourr
Erc’h war al labous
Nedeleg o tont.
E miz Genver e oa ul labous
e miz C’hwevrer daou labous
ha goude un neiziad.
Ur ganaouenn vrav eo er c’hoad
ur bluenn a gouezh
nijal a ra al labous.
A-denn askell
tec'h a-dizh
bran zu ar Goañv.
Kan e-mesk tousmac'h
richan lirzhin
drask an deiz adc'hanet.
Kaouedet an evn
erer n'eus ket
pa n'hall nijal.
Kannerezig dour
N'em soubañ e tal ar feunteun
hej e lost hep ehan.
Moualc'h, evn goapaer :
"Hadit, labourer !
boued evit va laboused".
Gwennili pintet
war neudenn tredan
echu an hañv.
Glav an hañv-
ar kanevedenn gwari
lost paun.
Lagune -
er skeud ar yacht
un alarc'h kan.
Hej he lost o tebriñ brujun
merenn vihan war porzh ar skol
vakansoù Nedeleg.
Marv marv marv
eme ar vran du
ha c'hoant ganin bevañ c'hoazh.
Rouanez an noz gleb
gwenn kan he fas hag he sae
ar gaouenn wenn war ar peul.
War-lein e vern teil
otus ha lorc'h-bras ennañ
'mañ kilhog bro C'hall.
Warc'hoazh,warc'hoazh, c'hoazh,
a lâr ar vranig e-noazh
dec'h, dec'h 'lâr war-lerc'h.
Daerou ar glizh-noz
nijadenn ar voualc'hig zu
ar skourr o leñvañ.
Ouzh moger an oabl
ur saezh zu a doull ar mor
diwall peskig drant !
Ragach div big taer
o klask laerez ar c’hazh kaezh
pluñv du ken a fu.
El liorzh ar voualc’h her
dispont-kaer o klask he gwalc’h
buzhugenn g’al laer !
Gwennili troellus
ar fubu du o zrefu
ruz-tan ar c’huzh-heol.
Houidi rag ar menez
houidi gwenn houidi du
emañ ar mor o tont.
Prantadoù dous ha kaer
un dazonet eürus
brini gwenn.
Avel foll
mor diroll
gouelini e koroll.
Astennet àr an talbenn
e ma lagad
ur pigos ruz.
Kognellad del sec'h
ar voualc'h
a ziskrabell.
E-mesk dilhad haleg
an avel yen
ur pigos melen-koar.
Skraviged en aber
ur splouf ! joaius
em beg-me.
Kenavo bloaz kozh,
erru eo ar bloaz nevez,
spi ar garantez.