Ar glav - Haiku Taol Kurun 2014 - Krennarded An holl haiku Taol kurun 2014


Glav, glav e-pep lec'h.
Ma disglavier zo torret,
ha gleb eo me blev.

Pil-dour zo er maez,
doc'h ma fenestroù,
stokadenn an dakennoù.

Fentus eo ar glav,
ha gant heuzoù kaoutchou
plouf... barzh ar poull-dour...

Gwelet 'm eus dre ar fenestr,
Ur c'hazh yen ha gleb
hep familh na ti.

Dec'h war an hent dour,
gleb war ma marc'houarn,
dallet get avel ha glav.

D'al lun tremenet,
ur wezenn hejet,
ha me barzh ma zi, aoniet.

O c'hoari dindan ar glav
gleb on penn-da-benn
pebezh devezh dreist !

Glav en tu all d'ar fenestr,
tommder war ma dremm,
a zeu eus an tan.

Digoriñ ma dor :
ar straed beuzet get ar glav,
ha me, fall-kountant.

E-pad ar gentel
get ma dilhad gleb
on sioul e selaou ar glav.

Achu eo ar skol
arru on er gêr
hag e welan bann an heol.

Nepell ag ar sinema
ur barrad-glav yen
gleb penn, kil ha troad.

Dre ma fenestroù
glav a ra er-maez
ar goañv a zo amañ.

Dec'h edan ar gaouad-glav
ma blev é tapenn
àr ma chupenn glep.

E-barzh ma zi e vez tomm
glav a rae er maez
ma c'hazh zo glep-glep.

Klevout son an takennoù
a gouezh wàr an hent
brav eo ar glavig.

Trist eo ar fenestr
daeroù argant é redek
wàr he dremm e gwer.

Takennoù wàr ar fenestr
a riskla betek
ur poull-dour bihan.

Koumoul du er c'hoad
a-daol-trumm takennoù-pluñv
gleb a vo ma zremm.

Takennoù er maez
e-barzh ma gwele
gleb e seblant ma linsel.

Glav a-bil war ma chupenn
nec'hus eo an oabl
skuizh ha gleb-teil on.

War ma gourvezvank
sellout a ran dibasiant
an dakenn a gouezh.

Dindan ar gaouad
ar glav e redek
plik i plok ha plik i plok.

War ma gourvezvank
e sellan an takennoù
un amzer trist eo.

Er straed 'm eus santet ar glav
get ma disglavier
on aet fonnaploc'h.

Ar glav a rae trouz
ploka ploka plok
ha me, me-unan er gêr.

Takennoù war ma fenestr
edan ma fallenn
trouz ebet, noz vat.

Koumoul gris ha takennoù
un nor o tigor
kenavo d'ar glav.

Diskabell edan ar glav
otoioù e-leizh
distro on gleb-teil.

Koumoul-glav teñval ha trist
a ro drouk-penn din
an devezh a-bezh.

Ar blijadur zo aet kuit
gant ma disglavier
eo bet kemeret.

Gwelout a ran ar gwez derv
dre fenestr ma zi
en em ziwiskiñ.

Ur vro vurzhudus
ar glav a welan
met an tan eo a glevan.

Setu kaouadig-glav
met n'eo ket grevus
tomm eo din ha setu tout.

Trist-meurbet al laboused
aet eo o gwele
gant an avel yen.

Al livioù er skub-delioù
flammennoù ar gwez
n'eo ket ken brav-se.

War ma fri oa takennoù
gleb oa ma botoù
fin ar barrad-glav.

Disglavier en e zaouarn
botoù en e zreid
bro ar barrad-glav.

Yen eo ar-maez eus an ti
tomm ar botoù-glav
e-barzh ar park gleb.

Tapennoù-dour c'hoazh
àr ma lunedoù
ha setu ar skub-delioù.

Trist ha gris an deiz
laouen ar maligorned
hag ar chignaned.

An tan é strakal
glav yen éc'h ober
nedeleg zo é tostaat.

Kounifl kollet er jardrin
glav àr ar fenestr
an tan en oaled.

Glas ar c'houmoul-glav
skeudenn ma zad-kozh karet
marv e-pad an hanv.

Mintin Nevez-Amzer
Glav-pil war ar gêr vras
Redek dindan an disglavier.

Kouezhañ a ra ar glav
Evel takennoù gwad       
War ar betoñs.

Pet segondenn ar c’hlavenn ?
Marteze seizh, eizh, nav ?
Ne ouezan ket !

Kemer da zisglavier
Pe chom er gêr
Emañ ar glav o tont.

Glav-pil war ar c’hroc’hen
Ken yen ha flemmus
Ha kudennoù ar vuhez.

Avel-vor e Breizh
Glav direizh
Pebezh amzer vrein !

Ar glav o stekiñ
Ouzh mogerioù va zi
Emaon o tihuniñ.

Luskell flikflok ar glav
Ouzh lien an deltenn
Setu deuet ar c’housk.

Glav touseg war va dremm
Son an arnev kreñv
O tasseniñ en va fenn.

Evet un dakenn c‘hlav
Analet ur banne avel
Rouzet gant an heol.

Glav Breizh o kouezhañ
Er straed, goustadik
Ha me o vont er-maez.

Un dakenn klouar ha yen
O ruilhal war va fenn
Oc’h adtresañ va dremm.

Dour-glav o redek
Ouzh ar prenestier
Trist an amzer.

Glav hep truez
Glav hep paouez
Met glav ar vuhez.

Dindan ar glav mintin
En hor bro, Armorika
Ar mor o klemmichat.

Ur mintinvezh goañv
War al leton gleb
Perlezennoù dour.

Korventennoù foll
Gwagennoù diroll
Glav pil-polos.

Ar glav o taboulinañ
An avel o ruziañ
Al laboused o kanañ.

Blaz ar glav war va zeod
Trouz ur barrad avel
Un dakenn war va fenn.

Glav gris an Diskar-Amzer
Skinoù melen an heol
Setu gwareg-ar-glav.

O tañsal dindan ar glav
Va blev du gleb-dour-teil
Ha va soñjoù ken du all.

Ur breizhad dindan an dour
Glav flour o tiskenn
Evitañ, evel aour.

Koumoul bras-divent
Oc’h ober fent
Diwar va fenn.

Emañ ar glav o kouezhañ
Ha me en va zi
O sellout ouzh va c’hi.

C’hwezh ar glav arnev
O kouezhañ gant nerzh
E Menez-Are.

Flokignat a ra ar glav
‘Barzh ar mor glas
Ouzh sklêrijenn al loar.

Dindan an disglavier
Ar glav o kouezhañ
War va blev gwalc’het.

Glav-pil war an ti
Avel o c’hwezhañ
Serrit pep tra, tomm e vo.

Ar glav o kouezhañ
Glavenn-ha-glavenn
O flikflokat en noz du.

Flikflok an takennoù
Skeudoù du, tonioù piano,
Laouen pe drist ar glav ?

Glav-pil ha koumoul
Mignoned ha mignonezed
Breizh, va flijadur.

Goude blaz dous ar glav
‘Vel hini an erc’h ar goañv
Blaz c’hwerv al louzoù.

Douar sec’h goude an hañv
Ar glav o tont
An Natur leun a wez.

Liv gris an oabl
Prenestier serr
Redadenn ar glav er straed.

Goude ar barrad
Deuet gwareg-ar-glav
En oabl gwenn.

Gleb ar geot
Takennoù dour o kouezhañ
Evel daeroù ur bugel.

Aezhenniñ a ra
Ar c’hentañ barrad glav
E poultrenn sec’h an hañv.

Va-unan er c’hoad
A-greiz-holl
Glav touseg o kouezhañ.

Lakaat va skouarn
Ouzh an nor
Ar glav o taboulinañ.

Laboused dindan ar glav
Etre an takennoù
O brasañ plijadur.

Un takad gwad
Kouezhet war al leur
Deuet ar glav.

Dour o kouezhañ
Ur saladenn, ul liorzh
Un amzer maligorned.

Amzer vrav eo ar glav
‘Vit ar garediged stok
Dindan an disglavier.

Gant da son brav
Glav teñval Nevez-Amzer
Karout a ran da gan.

Glavenn o redek
E korn va disglavier
O flokignat war al leur.

Ar c’houmoul o tont
Ar glav o kouezhañ
Ha ni gleb.

Dour-glav o redek
A-hed ar riblenn
Ha me o vale a-barzh.

Pesked en dour
Glav o kouezhañ
Laouen ar pesked.

Ur c’hlavenn war va brec’h
Flikflok he mil c’hoar
Betek an darzhadeg.

Trouz dous ar glav skañv
Sioul evel ar soñjoù
O tiskenn betek ar stêr.

Un disglavier er straed
Den ebet e kêr
Galloud ar glav.

Mor, stêr, aezhenn ha glav
Dre gement stad ‘tremen
A-raok kouezhañ war va fenn.

Sklêrijenn ar ganevedenn
Goude ar barrad glav
Takennoù dour war al leur.

Ar glav o tiskenn
War an hent gleb en hañv
Blot eo an douar.

Glav touseg a ra
Ha me en disglav
Er marchosi bras.

Breizh va bro gaer
Koumoul ha glav-pil
Er menezioù glas.

Huch ar ran
Glav war-lerc’h
Hag amzer vrav goude.

Goude ur barrad hir
Setu un arme dour
O redek diouzh ar stêr.