Kenstrivadeg haiku

Goude an hent, ar gwez, ar stźr, hag ar bleunioł warlene, e vo an tem : AR MOR.

Simpl-tre ar reolenn : Ret eo kas teir gwerzenn d’ar muiań (5,7,5 troad) e brezhoneg, e galloeg, pe e galleg.

Diazezet ‘ vez un haiku war ur sell prim (‘giz ur flash) ouzh traoł simpl ha munut kavet en natur, un dra c’hoarvezet dindan un amzer verr, un dra fromus, direnkus, dic’hortoz….

Ret eo deoc’h kas ho parzhonegoł a-raok ar c’hentań eus miz Genver 2021 da lec’hienn Taol Kurun, pe dre bostel da /Taol Kurun.

Roet e vo ar prizioł (levrioł, dafar evit skrivań barzhonegoł, embannadur ul levrig…) e-pad ar Festival e miz Genver 2021.

D’ho pluennoł, haikerien feal ! Kement a draoł da zisplegań diwar-benn AR MOR !



Skouerioł

Ni war an draezhenn
gant an avel dous o c’hwezhań –
pell ar mor

Mare tre
kammań ‘ ra an heol
dindan ar gwagennoł

Alan Kervern

Dirollet ar mor
an avel o c’hwezhań kreńv
uhel ar gwagennoł.

Deńved war ar mor
deńved o redek en oabl
avel walarn reut.

Youenn Brusk

Gwelet ‘ ran ar mmor
Da vintin o wagenniń
gant ma flijadur

A-us d’ar mor glas
plac’h an avel o c’hoarzhin
he blev ruz o nijal

Milena Krebs

Gant ma zad war vor
avel ebet
un delfin dirazon.

En avel skornet
gouelini o nijal sioul
plaverezh beure

Annaig Kervella

Ar mor dirollet
gwagennoł o strakal
al lien o tarzhań

War ribl an aber
gwez pin stouet kamm-digamm
al loar o sevel

Kirill Giraudon

Klevout ar mor
gant ur grogen-vor
an avel p totnt

Strinkań ‘ ra ar mor
pimperlamm ar gazeg wenn
hag e nij an eon

Mai Ewen


Setu, d'ho pluennoł neuze !