Taol Kurun ar yaouankiz !

Brav eo kaout 20 vloaz e Breizh e 2005 ? Stankoc'h eo an niver a dud yaouank en em lazh e Breizh evit e Bro C'hall. Ar vretoned yaouank a ev hag a vutun kalz muioc’h eget er broioù all . N’eo ket dre zegouezh e c'hoarvezh kement-se, en abeg eus stad hor yezh e c'hellfe bezañ ? Dispar o live er c’hlas (an uhelañ er Frañs) ha koulskoude eo dister o c'houstiañs politikel hag o fiziañs en dazont... Neuze plas dezhe da son, da c’hraffañ, da zañsal, da ganañ, da filmañ e "Taol Kurun ar Yaouankiz" bro G/Kemperle... Evit ar re yaouank hag an holl dud a blij dezhe c’hoarzhiñ ha kaout plijadur asambles e vo kan, stajoù dañs ha brezhoneg, abadennoù sonerezh, filmoù, kontadennoù hag ul "leurenn ar re yaouank"...!


D'ar meurzh 18 a viz Genver 2005
Sinema Le Kerfany - Molan
Sinema
20:30 - E tu all an dour, Thierry Compain
Priz : 5,50 euro - Priz izelañ : 4 euro

D'ar merc'her 19 a viz Genver 2005
Ti an archerien - Kemperle
Diviz (e brezhoneg)

20:30 - Kafe-filo gant liseidi Diwan Karaez (troet e galleg evit dek den gant dafar ofis ar brezhoneg)
Danvez : "Peseurt plas a vez laosket d'ar wirionez gant ar skinwel ?"

Digoust

D'ar yaou 20 a viz Genver 2005
La mouche qui louche - Kemperle

Kan

20:30 - Me a gan (kevredigezh Lagadenn)
Digoust

D'ar gwener 21 a viz Genver 2005
Koad-Kaer - Kemperle
Abadenn
21:00 - Abadenn veur "Koad glas", gant Nolùen Ar Vuhe (kan), Régis Huiban (akordeoñs), Gaby Kerdoncuff (trompilh), Philippe Gloaguen (gitar) et Gildas Ar Vuhe (sakso)

Evit gouzout hiroc'h

Poltred gant Véronique Le Goff

Priz : 10 euro - 8 euro gant ma vo miret ar plas - Digoust evit ar re dindan 12 vloaz

D'ar sadorn 22 a viz Genver 2005
Koad-Kaer - Kemperle
Dañs
14:00 - Staj dansoù an Aven : degemeret e vo an deraouidi gant Jil ar Meurlay hag Yves Garin, ar re varrekañ a vo gant Stéphane Le Douce (mod Fouenn)
Digoust
D'ar sadorn 22 a viz Genver 2005
Stal levrioù Penn da benn
Lennegezh
15:00 à 17:00 - Kejañ gant skrivagnerien evit ar yaouankiz e brezhoneg (priz kentañ hag eil priz ar re Bevare ha trede - 150 skolajiad o deus votet evito !) : Gwenvred Latimier-Kervella ha Mai-Ewen
Digoust
D'ar sadorn 22 a viz Genver 2005
L’Ellipse - Molan
Prezegenn ha diviz
15:00 - Prezegenn ha diviz diwar : "Bezañ arzour hiziv an deiz e Breizh : tud a vicher ha tud a youl-vat.. Ar sevenadur : evit piv, ha gant peseurt palioù ? Sonerezh hengounel ha program salioù abadennoù Breizh" gant Pol Huellou, soner a vicher ha sindikalour, Jean Kergrist, c'hoarier, konter, ha buhezour an TNP (c'hoariva hezoug Breizh), ha Daniel Thénadey, rener arzel "Leurenn Glenmor" .
Digoust
D'ar sadorn 22 a viz Genver 2005
Koad-Kaer - Kemperle
Sonerezh ha dañs
21:00 - fest-noz vras : gant Avel Dro, Korn Toul, Jean-Claude Tréguier hag an Diaoulezed
Korn ar vugale gant Miriam (arzourez a vicher) , multimedia, staj graff'
Priz : 6 euro - Tarif izel : 4 euro - Dindan 12 vloaz : digoust

D'ar sul 23 a viz Genver 2005
Koad-Kaer - Kemperle
Abadenn sonerezh ha kan

15:00 - "Kanerien Kemperle" ha "Les ânes" (Gigi Bourdin ha Lors Jouin)
Priz : 5 euro - Priz evit ar re zilabour, gant ar RMI, studierien, dindan 12 vloaz : 3 euro

D'al lun 24 a viz Genver 2005
La Bobine, Kemperle
Sinema

20:30 - Bezañ realizatour yaouank an deiz a vremañ e Breizh : Comptes pour enfants (Ga‘l Naizet), Sini (Guillaume Donais), Arvro (Julien Cadilhac), Le boulon (Liza Guillamot), Le septième sot (Laure K) ha Ponpon (Fabien Drouet)
Evit gouzout hiroc'h

Priz : 5,50 euro - Priz izel, ezel Chlorofilm : 4 euro

D'ar meurzh 25 a viz Genver 2005
La Bobine, Kemperle
Sinema
20:30 - Filmoù skignet al lun hag un diviz kaset da benn gant Erwan Moalic : "Bez e c'heller aozañ filmoù e Breizh ?"
Priz : 5,50 euro - Priz izel, ezel Chlorofilm : 4 euro

D'ar yaou 27 ha d'ar gwener 28 a viz Genver 2005
Skolioù Cocopaq
Konchennoù evit ar vugale
Konterien er skolioù gant Jean Baron, Sylvain Cebron de Lisle, Xavier Lesèche hag Hélène Mallet
Skolidi : 2,50 euro

D'ar yaou 27 a viz Genver 2005
Ti ar re gozh Kemperle
Kan hag ograoù bihan
14:00 - "Ha neuze ! Deomp da ganañ !" Loïc Toularastel

D'ar yaou 27 a viz Genver 2005
La mouche qui louche - Kemperle
Diviz
20:30 - Kafe filo en galleg diwar : "jeune aujourd'hui, vieux con demain ? : lavarit din peseurt diforc'h a zo ? (Je pense donc jeudi)
Digoust

D'ar gwener 28 a viz Genver 2005
La mouche qui louche - Kemperle
Abadenn Rock

DIWALIT, ce concert ne pourra avoir lieu pour des raisons de sécurité, il est reporté à une date pas encore connue.
Désolé...

21:00 - Abadenn punk-rock gant K-Mikaz ha rock-musette gant Lebowsky

Digoust

D'ar sadorn 29 a viz Genver 2005
Skol Diwan Kemperle
Pedagogiezh
10:00 à 12:00 - Dorioù digor Diwan
Digoust
D'ar sadorn 29 a viz Genver 2005
Skol Diwan Kemperle
Kan
14:00 - Kejañ gant tud ar vro a gano kanaouennoù an Aven : desket e vo un nebeud anezho (gavotenn, kan a boz), klasket e vo lakaat an dud da anavezout gwelloc'h ur vro dianavezet e keñver ar c'han !
Digoust
D'ar sadorn 29 a viz Genver 2005
Skol Diwan Kemperle
Brezhoneg
17:00 - Kafe pemp eur : preg deus traoù ar vro, konchennoù bro Gemperle, mont en dro ar festival, labour d'ober er jardrin, debriñ krampouezh ha gwastili fardet gant ar berzhidi.
Digoust

 

D'ar sadorn 29 a viz Genver 2005
Kreizenn sevenadurel Skaer
Leurenn ar re yaouank - Abadenn sonerezh
17:00 - Leurenn ar re yaouank (rap, DJ, rock, tekno...) : 5 strollad (dibabet e-touez 14 strollad) a ziskouezo deomp ar pezh a ouiont ober : Vila Nova, Dans Jahz, Produits Skal'R, Oriol et Guillerm ha Spiral Tribe. Tud yaouank ar vro. Ur juri (gant tud a-vicher, sonerien, stalioù sonerezh, rener ur sal) a zibabo ar strollad gwellañ.
Digoust
D'ar sadorn 29 a viz Genver 2005
Centre Culturel Skaer
Concert
21:00 - Abadenn gant Taliandörögd, Bassterfly ha Scotchy Dub. Strollad gwellañ an abardaez a raio al lodenn gentañ.
Priz : 8 euro (un euro a vo roet d'ar re Azia) - Pa vo miret ar plas : 7 euro - Izili ti an holl : 6 euro

 

D'ar sadorn 29 a viz Genver 2005
Pen Kelenn, Skaer
Kan ha kontadennoù (e bzg)
20:30 - Kan, kont ha preg (NPK) : ur filaj (konchennoù a vremañ) e brezhoneg gant konterien, kanerien, dañserien...
Digoust

D'ar sul 30 a viz Genver 2005
Sal ar gouelioù - An Treoù
Dañs
14:30 - Konkour dansoù an Aven ha fest-deiz gant kanerien ha sonerien gwellañ an Aven, Bébert ha Touch'tav (evit en em skrivañ : 02-98-71-74-94 pe taol.kurun@freesbee.fr)
Priz : 4 euro - Priz izel : 2 euro - Dindan 12 vloaz : digoust

D'al lun 31 a viz Genver 2005
La Bobine - Kemperle
Filmoù e brezhoneg
10:00 - Tresadennoù bev evit bugale ar skolioù divyezhek (Dizale, Daoulagad Breizh)
Skolidi : 1,50 euro

D'ar gwener 4 a viz C'hwevrer 2005
Penn Kelenn, Skaer
Diviz
20:30 - Gouel ar gouloù - en galleg : bevañ, deskiñ ha dibab e Breizh, kaset gant skipailh Tan ha Dour
Digoust

D'ar sadorn 5 a viz C'hwevrer 2005
Sal ar gouelioù - An Treoù
Kan, sonerezh, deskiñ brezhoneg
9:30 à 17:00 - Staj brezhoneg (Stajoù Koad Pin : 02-98-35-06-58)
9:30 à 17:00 - staj kan ha diskan gant Lors Jouin, ha sonerezh an Aven gant Josig Allot (Aven a vev : 02-98-71-74-94)
Priz : 20 euro - Priz izel : 15 euro - Dindan 12 vloaz : 8 euro
D'ar sadorn 5 a viz C'hwevrer 2005
Sal ar gouelioù - An Treoù
Fest noz
21:00 - Fest-noz gant ar vreudeur Morvan, Kalon e Breizh, An Habask/Chapalain, Thomas Moisson
Priz : 6 euro - Priz izel : 4 euro - Tud dindan 12 vloaz : digoust

D'ar sul 6 a viz C'hwevrer 2005
L’Ellipse, Molan
Kontadennoù
17:00 - Kontadennoù : "krouidigezh ar bed" gant Sylvain Cebron de Lisle
Priz : 5 euro - Priz izel ha tud dindan 12 vloaz : 3 euro

E-pad ar festival
4e kenstrivadeg haiku
Skrivit ho haiku (barzhoneg levezonet gant ur stumm hengounel bro Japan e teir gwerzhenn 5/8/5 troad) e brezhoneg pe e galleg ha kasit anezho deomp. Titouroù el lec'hienn internet : http://taolkurun.free.fr/ (pe skrivit da Alan Kervern -7 venelle Kerivin - 29 200 Brest). Dibabet e vo gantañ ar re vravañ evit embann anezho hag embannet gant ar gazetenn hopala !
Tem ar bloaz-mañ : al loar.

Arzoù kaer
Treset eo bet gant Myriam Guilloux skritelloù Taol kurun 2001 ha 2002. Dont a ra en-dro ar bloaz-mañ gant he diskouezadeg "ar vaouez hag ar mor", da welout er sal ar C'hoad Kaer an dibenn sizhun kentañ.
Ur staj graff' a vo kinniget ivez e-pad ar fest-noz kentañ.

Stajoù : mont en dro
Ret eo en em skrivañ evit pep staj, nemet ar staj dansoù an Aven.
- stajoù brezhoneg (ur bloavezh kentelioù noz d'an nebeutañ), mont e darempred gant Mona Bouzeg : 02-98-35-06-58 ;
- evit stajoù sonerezh an Aven, kan ha diskan, graff' : pellgomz da : 02-98-71-74-94.
An holl stajidi a zebr asambles da greisteiz (priz ar staj : kelenn + boued)

Roll-prizioù
Prizioù ispisial
Ma vo diskouezet paperoù ofisiel evit mont-tre :
• tud etre 12 ha 18 vloaz
• tud dilabour
• tud gant skorenn RMI
• studierien

Pelec'h mirout ur plas ? (abadenn d'ar gwener 21.01.05)
• Penn da Benn, plasenn Sant-Mikêl, Kemperle
• Ti an Douristed ba Kemperle (plasenn Sant-Mikêl)

Roll-prizioù (abadenn d'ar gwener 21.01.05)
Ma vo diskouezet paperoù ofisiel evit mont-tre :
• tri den : 2 euro nebeutoc'h dre familh
• pevar den : 4 euro nebeutoc'h dre familh,
• pemp den : 6 euro nebeotoc'h dre familh, etc.


Aozet eo Taol Kurun gant tud a-youl-vat Kuzul skoazell skol Diwan Kemperle