Ar glav - Haiku Taol Kurun 2014 - Bugale An holl haiku Taol kurun 2014


Ur wezenn er maez
a stank an hent
etre an hent hag an tiez.

Kouezhañ a ra ar glav
dous evel un doudou
a four er gwele.

Me ha ma mignon gleb
o c'hoari war un trampoline
ar glav ne cheñch netra !

Glav pil e kichen al levraoueg
tout an dud a oa en oto
ha me oa war droad.

E-barzh ma zi e oan
ma c'hazh o viaoual
chomet eo dindan ar glav !

E kichen ti ma mignon
dindan ar glav, ur c'hi chomet
er maez. Perak ?   

Me dindan ar glav gant ma velo
ha boum !!!  'barzh an dour
gleb teil o tistreiñ d'ar gêr. 

E kichen ur wezenn
un taol kurun
ne m'eus ket aon.

Ar glav a gouezh kalz
n'eus ket tud din mont da bourmen
hir eo an amzer.

O vont d'al levraoueg
gnat ma c'hoar ha ma mamm gozh
glav pil ha gleb teil.

Gant ma mamm dindan ar glav
spontet dirak ar c'hurun
buan d'ar gêr !

En ti o sell ouzh ar skinwel
gwelet 'm eus ar c'hurun
tredan ebet ken.

Laouen eo ar bleunioù
hag ar maligorn o welout
tout ar glav o redek.

Dour war an doenn
aon am eus rak an trouz
ret eo chom er gêr.

Risklet un den war ar straed
chomet eo war al leur
ha me 'ran ket forzh.

Traktour bihan ganin
redek betek an ti
ar glav pil o tostaat.

Ar glav o kouezhañ
ar vuzhugenn o tont er maez
debret gant al labous.

Ar glav er jardin
ar youc'hed o tebriñ
ar geot gleb.

Plijout a ra d'ar velc'hwedenn
diskouez he fenn
pa vez ar glav war an hent.

Mont a ra ar maligorn
en e wag pa wel ar glav
o tiskenn.

Ar glav o kouzhañ
va c'hazig o redek
betek al loch kozh.

War lerc'h ar glav
'meus gwelet ul louarnig
gant ar saout kousket.

Ar buzug o tont er maes
laouen gant ar glav
tec'het kuit al laboused.

E-barzh ur vag
ar mor du en oabl du
aon bras gant ma c'hoar.

Me a blij din ar glav
ha pa vez an heol o tostaat
c'hoant din leñvañ.

War ur brank
al labous o krenañ
ar glav o kouezhañ.

Setu an hañv
ur barrad glav warnon
"gili" war va c'hroc'hen.

Ar glav o tont
ar ran oc'h ober ur fest
a bed al loch.

Glav hag arnev
ma breur a oa o leñvañ
dipitet on bet.

Dipitet on bet
an oabl du hag ar glav
skornet e oa al leur.

War ar mor em c'hayak
glav a oa, aon bras 'm eus
war zu enezenn Re.

An dud dipitet
an heol o stourm a-enep ar glav
laboused o deus riv.

Laouen al laboused
glav a ra : setu ur strinkadenn
ha dour da evañ.

Kouezhet en ur poull
ur maligorn ha div ranig
a sell ouzhin.

Dindan koumoul du
a daol trumm, ar glav
noz tomm ar goañv.

E poull neuial ar c'hamping
'maez ar privezioù
redek 'ran dindan ar grezil.

Lammat a ran
'barzh ar pri hag ar poull
fentus eo ar goañv.

Barradoù glav
Glebiet ma bragoù
Kuzhañ dindan an toboggan.

O c'hoari melldroad
gleb ha leun a bri
ne ran ket forzh.

O redek emaon
o lammat a-us d'ar pri 'vit
mont da gerc'hat ur sunik.

O lenn e oan
dihunet gant ar gurun
ar glav o kregiñ.

Kurun o strakal
o lenn e oan e-barzh ma gwele
echu an tredan.

Listri torret ha ma c'hoar
o redek war an dachenn kampiñ
gleb dour teil gant ar gorventenn.

Taolioù kurun, zut !
O c'hoari gant ur playstation
Ne c'hellan ket echuiñ !

C'hoari dindan ar glav
risklañ a ran kalz
ar mell-droad er goañv.

E kimono o redek
betek ar sal
gleb eo ar parklec'h.

Er c'harting war an hent
e «circuit» Ploemel
Risklus eo rak ar glav.

O tont eus ar skol
yen eo an amzer
me zo laouen.

Me oa e-barzh ma oto
ha ma c'hazh o tebriñ lokod
gant al louarn dindan ar glav.

Dindan ar glav
ruilhet 'm eus gant ar velo
flastret eo an touseg.

E-barzh un ostaleri
e foñs ur gwele
aon rak ar gurun.

Dindan ar ganevedenn
al laouarn gant e lern vihan
ur marc'h o c'haloupat.

Lammat e-barzh ar poull
ma bragoù gelb dour
me o c'hoarzhin.

E c'hoari maell-droad
get ma mignoned
d'un taol e ra glav a-bil.

Glav a-bil polos
ha tarzhou kurun
mes tomm eo ma zi bihan.

Dindan ar glav get ma c'hoar,
koumoul hag avel,
lous eo ma seier.

Er-maez zo glav pil
e-barzh tomm ha sec'h
e-kreiz ar saloñ melen.

E-pourmen er park
e-kreiz ar goañv
gleb eo hon mantilli mouk.

Glav a ra er maez
me zo 'barzh ma zi
ma c'hazh du zo e kousket.

Yen-tre er forest
kuzhet eo an heol
arneñv, kurun ha glav-pil.

Tomm-tre eo ma zi
glav a-bil polos er maez
yen eo an avel.

Glav a-bil polos
ar an hent d'ar gêr
fallgoutant eo ma mignon.

E ma gwele gwenn
laouen on pas bout dindan
ar c'hurunadoù.

Ur bourmennadenn
e-barzh ar forest
kontant on dindan ar glav.

Glav a zo er-maez
ha tarzoù-kurun
ha me, e ma gwele ruz.

Fresk-tre er forest
luc'hed aour-melen ha glaw
tomm-tre eo an ti.

Ma c'hazh dindan ar burev
aon rak an arneñv
hag ar c'hurun du.

E-kêr an Oriant
d'enderv e arrest ar glav
me zo laouen.

E-barzh ma c'hambr
me zo e sec'h
glav-a-bil-polos.

Er straed Jaen-Jaures
ur bochad glav ha koumoul
avel spontus-tre.

E ti ma mamm get ma breur
e sellan er-maez
glav a-bil polos.

Glav a-bil polos
douret vo al legumaj
ma mamm zo laouen.

Kurun ha glav krenn
an douar a gren
d'un taol e kouezh an dafar.