Ar glav - Haiku Taol Kurun 2014 - Tud deuet | An holl haiku Taol kurun
2014 |
Barradoù
glav tomm un touseg e kreiz an hent gant e strinkadenn. |
Barradoù
du an dridi a huch war ma bro parkeier dizalbadet. |
Raden
sec'h beuzet dindan ar glav klask a ran ma hent. |
|||
Sulvezh lezirek kuzhet 'n heol 'dreñv ar c'houmoul c'hwezhig an avel. |
Brañsigell dieub 'gas 'non d'am bugaleaj en Diskar-Amzer. |
Koumoulek abred tarz an deiz, kan ar gaouenn brumenn war ar steir. |
|||
Nag
a avel hiziv redadeg foll ar c'houmoul daved an oabl du. |
Derv
glas ha fav delioù 'nijal dirazon son ma fazennoù. |
Vakañsoù
miz Du goustad 'red al Laeta dindan ma frenestr. |
|||
Aet war-gil ar
goañv pegen klouar an amzer nedeleg zo pell... |
Takenn ha takenn e tro an douar en pri roud hon botoù ennañ. |
Glebor ha mil
sked an tan war an toennoù goude ar gaouad. |
|||
Ar
vuoc'h o staotat gwashat barrad en hon frad kent ar ganevedenn. |
Glav
Tchernobyl, a zouj diouzh arzoù Bro C'hall. |
Sec'h
evel ar bleud, al loar goude bezan, lenvet hon morioù. |
|||
Gleb ha brav an
amzer, blejal a ra an avel, pleget ar ganevedenn. |
Dour an nenv, dindan beli al loar, pe liv e gwareg ? |
D'or toull ha
frailhou, peseurt doare glav, war al loar ? |
|||
Bennozh
an tan-gwall, mallozh ar vag o stradin, mignon ar gwerzer disglavier. |
Pegement
takennig, pegement bann eol, d'ober ur ganevedenn ? |
Dour
ha avel, d'ober grizilh, tan d'ober glav... |
|||
Boutailhoù Evian, kouezan eus an oabl, Tokarn dleet. |
Kazac'h war ar
gwer gwele kelet ha sec'h ne finvañ ket. |
Glav ra war ma
blev dirak ar stal chokolad ha dour em genoù. |
|||
Ar
stêr he red herr flik-ha-flok an daeloù gwerz ar goumoulenn. |
Kanevedenn
ha barr-glav o c'hoari ki-ha-kazh streviadenn an oabl. |
Bagad
ar biroù gleb war delioù sec'h an alez Kan bale an abardaez. |
|||
Stokadennigoù daeroù glas an oabl talmoù kalon ar goañv. |
Barradoù glav
trovanel dindan ar gwez an tan o steuziañ. |
Ki du 'deus
harzet taboulinoù àr an doenn peoc'h àr ar bed. |
|||
Plik,
plok, plik, orolaj an amzer a gomz. lagadenn sorc'hennet. |
Takenn
vunut edan ar voulenn gouevr mut geotenn c'hlas é tiskouez he fenn, pennek. |
Sistr
dourek ha sklaer an avaloù parapluie pa ra glav ivez. |
|||
Erc'h hag ar
stered e-tal an tan va spered teuzin a raio. |
Glav gwad ar
gwrac'h o pigosat an toennoù ur c'housk kalet eo. |
Perlez dour war
zelioù fiez takenn c’hlav war da zremm daeroù an hañv. |
|||
Glav,
tan ha kurun kanevedenn da c'houde, reuz ha peoc'h en hañv. |
Dour
pil war ter tomm seblant berrbad a zistan hañvezh er gêr vras. |
Glizh
ar sikourioù had nerzhus, plant o Tiwan ha tost eo an eost ? |
|||
Ur gorzenn
krommet pres warni a ya difonn gleb teil dindan ar glav. |
Daou amourous dindan an disglavier 'glav pil ne reont van. |
Gouelañ a ra an
oabl an douar a c'hoarzh ar blantenn a ev. |
|||
Gwelloc’h
lipaat ar glav eget eur voutailhig brav gant netra e-barzh. |
Ar
ridoch glav-pil bura ar ru ha ma c'halon diouz fazioù kent. |
Ar
glav war ma zoenn par da bromesou tener luskella ma c'housk. |
|||
Yann war
varc'h-houarn dindan ar glav-pil ; arc'hoazh vint merglet o-daou. |
Alaouret ar glav war Danae ; warnon 'vat takennoù ma gwaz. |
Koabrenn zu en
oabl glav pil pil war al liorzhoù frond an douar gleb. |
|||
Abevantoù
digoret ganedigezh ar glav e kalon pep lec'h. |
Sae
sklaer an devezh hañv a zo chomet àrni had-melkoni ar glav bet. |
Ur
vaouez burzhud he faraplu gwer e-mesk ma glav. |
|||
Skeudoù treut ar
gwez a-dreuz an nivlenn spontailhoù strobinellet. |
Red-dired an avel gwez ma bro a gouezh gant trouz dour-beuz an derc'hent. |
Goude arnev an
hañv bannoù an Heol er vered perlez an Eneoù o skediñ. |
|||
Dindan
sked al loargann e don an delienn aour kibellad lufr ar voudig. |
Glav
a-bil war 'r siminal tan-glaou en oaled tarzh an takennoù kollet. |
Gourdouret
Kemper dreist o ribl Jet ha Steir dic'hlann an Odet. |
|||
Beuzet Kemperle distrujet tal un ti bras war vord al Laita. |
Takenn-ha-takenn diwar lein Menez Are leun-barr an Dosenn. |
Glav-pil. Heol
aonik, kuzhet da sellet ouzhimp 'veskañ en dour-beuz. |
|||
Takennoù
glav a son war an doenn en ur luskell ma spered. |
Glav,
glav stroñs klogorenniñ a ran an dour war ma zisglavier. |
Ouzh
ma fenestr daeroù ar glav a deuz goustadik. |
|||
Dañs laouen pe
sonerez trist seniñ a ra ar glav hervez imor ma c’halon. |
Avel ha dour bil ouzh ar prenestr e stok ma c’halon gant trouz bras ar garantez. |
Trouz ar glav o kanañ er poulennoù a flour ma divskouarn. |
|||
Ar
glav a gouezh war ar mor, dindan an oabl teñval nag ur sell brav ! |
Plik
plok a ra ar glav boudouboum a ra ma c’halon daou drouz eus ar vuhez. |
Takennoù
ar glav a stlak ouzh an doenn sklent a ro lusk d’am spered. |
|||
Ar glav, ar
glebor ar glizh hag ar grizilh a zigor ar goañv din. |
A zousigoù e
kouezh daeroù an neñv war kroc’hen sec’h an douar. |
Kresk fall louzoù dindan glav largantezus buhez. |
|||
Gwareg-glav war ar mor emgav mammennoù ar Vuhez. |
Glav
war da zelwenn, Anna Vreizh, te Breizhadez dianav em skol. |
Flip
Flop, glav ha frim, 'n ael skorn e violons 'huchas GLORIA. |
|||
Heuzoù ruz ar
vugale e poulennoù glav hent ar skol e miz Here. |
Glav pill, glav
bihan un disglavier, botoù-heuz deomp dindan ar glav. |
Glav ar ganaouenn ar vugale zo laouen Plic! Ploc! war an hent ! |
|||
Gant
ar glav
bemdez
An avel e c'hoariez Ar glav dibaouez. |