Reolennoù

Goude an hent, ar gwez, ar stêr, ar bleunioù, ar mor... setu an tem dibabet : KARR, a c'hellfe fout karr-boutin, karr-nij, karr Arzhur, karr tan, karr nesañ, ...

Ar pep pouezusañ : kaout ar gêr "karr" en ho haiku, pe oto, ma fell deoc'h.


Simpl-tre ar reolenn : ret eo kas teir gwerzenn d’ar muiañ (5,7,5 troad) e brezhoneg.


Diazezet ‘ vez un haiku war ur sell prim (‘giz ur flash) ouzh traoù simpl ha munut kavet en natur, un dra c’hoarvezet dindan un amzer verr, un dra fromus, direnkus, dic’hortoz….

Ha gant bugale a-vremañ e c'hoarvez ur bern traoù en oto, er c'harr-boutin, ...


Ret eo deoc’h kas ho parzhonegoù a-raok ar c’hentañ a viz Meurzh 2023 war al lec'hienn-mañ, o skrivañ anezho war eeun.

M'h peus c'hoant da zegemer ur prantad gouestlet d'an haiku en ho klas, strollad kentel noz, staj hir... kit e darempred ganeomp : 06 79 14 96 87


Roet e vo ar prizioù (levrioù, dafar evit skrivañ barzhonegoù, embannadur ul levrig…) e-pad Miz ar brezhoneg 2023 ba bro Kemperle.


D’ho pluennoù, haikerien feal, bugale, krennarded, tud deuet ! Kement a draoù da zisplegañ diwar-benn ar gêr "KARR" !


Skouerioù :

daou valigorn

war gwerenn an oto –

daou hent lufrus

peuk ar c’hozh karr-samm

flaer gazol gantañ –

analañ rannigoù fin

ur mintinvezh laouen,

kan al laboused,

ha trouz ar c'hamion poubellenn

koag ar vran en oabl,

gwigour karr an Ankou,

diougan un nozvezh fall

adingalet ar c'harr

ar c'harrdiour a vourr

rousmouz ar c'heflusker

gouloù an otoioù

war an hent du,

an dazont el latar

gourvezet en ambulañs,

ar gouleier o tañsal,

emgav en ifern

karraban brav -

Monette ar gazeg faro

gant Tad Nedeleg

sonerezh rock kreñv

strollad mignoned er c'harr

road Trip, yaouank omp

war hent ar vakansoù

e kamion ma zud

o livañ morlaeron

war an hent abred

ar c'harr-boutin o vont war raok

betek ar skolaj daonet

e touktouk India

un hent louset gant al lastez

saout o peuriñ

war vord an hent bras

an oto chomet bout en erc'h

an aon o kreskiñ

latar ar mintin

un oto ruz o tremen

skoet al louarn kozh


12 kuzul

Susumu Takiguchi, eilprezidant ar British Haiku Society, a ginnig daouzek reolenn ewid sevel haiku e saozneg. Talvezout a ra e guzulioù evit an holl yezhoù all ivez.

  1. Na skrivit un haiku nemet diwar-benn ar pezh ho peus bevet da vat. Diwallit diouzh ar faltazi

  2. Na skivit un haiku nemet pa vezit bet fromet pe skoet gant un dra bennag resis

  3. Klaskit skrivañ an haiku kerkent hag ho peus bevet an traoù.Na chomit ket da dermal

  4. Distaolit an orogelloù, an troioù-lavar boutin, ar santimantoù a zo bet komzet mil ha mil gwech diwar o fenn

  5. Chomit hep klask bravaat ar wirionez, zoken ma kav deoc'h ho peus kavet ur menoz fin. Chomit simpl, eeun hag uvel

  6. N'it ket da glask displegañ. Barzhoniezh eo an haiku, ha n'eo ket skiant

  7. Pas meizata, na filosofiañ , na kenteliañ, na sevel un teori

  8. Na zanevellit ket, larit !

  9. Na glaskit ket bezañ misterius, kevrinus, orbidus, pe arzek.Bezit naturel nemetken

  10. Na glaskit ket envelar santimantoù, larit ar pezh a santit en ur implij skeudennoù, en ur gomz eus traoù pe eus oberoù fetis

  11. N'ankounait ket implij un tamm fent, na chomit ket re stag ouzh an traoù

  12. Na larit nemet ar pezh a gont ha laoskit ar peurrest gant al lenner da ijinañ